Pajenn:Disanv - Sarmoun ar vesventi, 1839.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


Al lounqesen a supposàn
Pe ezommec, pe vondian :
Mar bez paour pa gommanço,
E vo paouroc’h pa êchuo ;
Caer ho pe rei madou dezàn,
Netra ne resisto outàn.
Rei aour, arc’hant da eur Mezier
A zo taul dour en eur c’hrouer,
Eur sac’h difoncz fallout carga,
Poan inutil da nebeuta.
Dre’r prennest en ty c’hui fourro,
Hac én dre an nôr a daulo ;
Rimplija rai en eun instant
Eus e zerves an oll arc’hant,
Ha gounidiguez ar sizun
A vezo lounget oll d’al lun,
Ha davantach, mar bez gallet
En ty bras fourra eur piqet.
Ac’hanta ! neo qet er c’his-se,
Doug e vorzol, eo a res-te ?
Ha te, pautr ar minaouedou ?
Ha te, bresser ar paveou ?
Ha te ive, den disouten ?
Ha c’houi dre, oll, micherourien ?
Neo qet ounnes eo ho custum
Peb deiz qenta eus ar sizun ?
Ne velomp-ni qet alies
Eur seurt disurz en hor parres ?