Pajenn:Disanv - Sarmoun ar vesventi, 1839.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —


Na petra erru ac’hano ?
Auditoret, c’hui lavaro ?
C’hoarvesout a ra malheuriou,
Nec’hamantchou ha chagrinou.
Na petra helfe c’hoarvout qen ?
Ouzoc’h amâ me a c’houlen.
Al lounqer, goude ober re,
A rai nebeutoc’h goude se :
Goude ober eur re gorfad ;
E fritt mizer, e za goustad ;
En eun deves lounq e sizun,
Eiz dez goude a ranc yun.
Mes, siouas ! ar pes zo goassa,
Eo greg ha famill an den-mâ,
Ha qement a zo var e dro
Treina poan ha naoun a ranco ;
Gant ar riou oll e crenint,
Gant an astud e tisec’hint,
Ha ranna a rai o c’halon
Dindan poues o affliction.
Chetu aze sort ar Mezier
Paour en eur gommançz e vicher.
Mar deo pinvidic pe’n e æs,
E stat zo qen dign a druez !
Rac o c’heulia ar vesventi.
Netra pell ne hell prosperi :
Contchou renqet en tavargniou
Da zec a gaçz prest ar c’hantchou ;