Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Mellad unnek (11)
- Digablus eo kement den a zo tamallet dezhañ ur felladenn ken na vo prouet eo kablus hervez al lezenn en ur prosez digor d’an holl ma vo bet diogelet dezhañ an holl wareziou ret d’en em zifenn.
- Ne vo kondaonet den ebet en abeg da oberoù pe da nannoberoù ha ne oant ket felladennoù hervez ar gwir broadel pe etrevroadel d’ar mare ma oant c’hoarvezet. Den kennebeut ne vo barnet d’ur c’hastiz kreñvoc’h eget an hini a oa hervez al lezenn d’ar mare ma oa bet graet ar felladenn.
Mellad daouzek (12)
Den ebet ne vo emellet diouzh c’hoant en e vuhez prevez, e diegezh, e annez pe e lizhiri, ha ne vo ket stoket ouzh e enor nag ouzh e vrud. Pep hini en deus gwir da gaout gwarez digant al lezenn diouzh emelladennoù ha tagadennoù a seurt-se.
Mellad trizek (13)
- Pep den en deus gwir da vont ha dont en e frankiz ha da zibab e annez e diabarzh ur Stad.
- Pep den en deus gwir da guitaat ne vern pe vro, da guitaat e vro-eñ zoken ha da zont en-dro dezhi.
Mellad pevarzek (14)
- Pep den en deus gwir da glask repu ha da gavout bod e broioù all pa vez heskinerezh.
- Ar gwir-mañ n’haller ket daveiñ dezhañ pa vez klask war un den gant gwir abeg evit torfedoù a genwir pe evit oberoù kontrol da balioù ha pennaennoù ar Broadoù-Unanet.
Mellad pemzek (15)
- Pep den en deus gwir da gaout ur vroadelezh.