Pajenn:Diskleriadur hollvedel gwirioù mab-den.pdf/1

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

DISKLERIADUR HOLLVEDEL GWIRIOU MAB-DEN

Embannet gant ar Broadou-Unanet d’an 10 a viz Kerzu 1948

Rakger

--O vezañ ma’z eo war anaout an dellezegezh enstag ouzh holl izili an denelezh hag o gwirioù par ha diwerzhus eo diazezet ar frankiz, ar reizhded hag ar peoc’h,

_ o vezañ ma’z eo war dizanaout ha dismegañsiñ gwirioù mab-den eo bet ganet an aktoù a varbariezh a sav koustiañs mab-den en o enep, ha ma’z eo bet embannet eo donedigezh ur bed a vo ennañ gant an dud frankiz da gomz ha da grediñ, dieubet ma vint diouzh ar spont hag an dienez, a zo mennad uhelañ mab-den,

--o vezañ ma’z eo ret-holl diwall gwirioù mabden gant reolenn al lezenn evit na vefe ket rediet an dud d’en em sevel ouzh an tirantegezh hag ar gwaskerezh da rekour diwezhañ,

--o vezañ ma’z eo ret-holl kas war-raok an darempredoù a vignoniezh etre ar broadoù,

--o vezañ ma’z eo bet embannet adarre er Garta gant pobloù ar Broadoù-Unanet o feiz e gwirioù diazez mab-den, e dellezegezh ha talvoudegezh mab-den, e parded ar baotred hag ar merc’hed en o gwirioù, ha ma’z eo bet disklêriet ganto e oant mennet da gas war-raok an diorroadur kevredigezhel ha da wellaat an aozioù-buhez en ur frankiz vrasoc’h,

--o vezañ ma’z eo bet gouestlet gant ar Stadoù-Ezel diogeliñ, gant kenlabour Aozadur ar Broadoù-Unanet, an doujañs hollvedel ha gwirion ouzh gwirioù mab-den hag ar frankizioù pennan,

--hago vezañ ma’z eo a bouez bras kengompren ar gwirioù hag ar frankizioù-mañ a-benn seveniñ ar gouestl,

EZ EMBANN

AR VODADEG-VEUR

DISKLERIADUR HOLLVEDEL GWIRIOÙ MABDEN