Pajenn:Diskleriadur hollvedel gwirioù mab-den.pdf/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

evel uhelvennad boutin da vezañ diraezet gant an holl bobloù hag an holl vroadoù, d’an holl dud hag ensavadurioù, gant an Disklêriadur-mañ atav en o freder, da lakaat kreskiñ dre ar c’helenn hag an deskadurezh, an doujans ouzh ar gwirioù ha frankizioù-mañ, d’o lakaat da vezañ anavezet ha sevenet tamm-ha-tamm da vat hag e pep lec’h, dre ziarbennoù broadel hag etrevroadel, koulz e-touez pobloù ar Stadoù-Ezel hag e-touez ar re zo war zouaroù dindan o lezennoù.

Mellad unan (1)

Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirioù eo ganet an holl dud. Poell ha skiant zo dezho ha dleout a reont bevañ an eil gant egile en ur spered a genvreudeuriezh.

Mellad daou (2)

Da bep hini eo an holl wirioù ha frankizioù embannet en disklêriadur-mañ, hep ket a ziforc’h, a ouenn, a liv, a reizh, a yezh, a veno politikel pe a veno all, a orin broadel pe gevredigezhel, a leve, a c’hanedigezh pe a natur all.

Ouzhpenn-se ne vo graet diforc’h ebet hervez statud politikel, lezennel pe etrevroadel, arvro pe an dachenn-vro emañ an den dindan he lezenn, pe dizalc’h pe dindan verezeh e ve, diemren pe bevennet hec’h aotrouniezh en ur stumm bennak.

Mellad tri (3)

Gwir a zo gant pep hini d’ar vuhez, d’ar frankiz, ha d’an diogelroez evitañ.

Mellad pevar (4)

Ne vo dalc’het den er sklaverezh nag er sujidigezh; berzet e vo kement stumm a sklaverezh hag a werzhañ-sklaved.