Pajenn:Diskleriadur hollvedel gwirioù mab-den.pdf/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
  1. Pep den en deus gwir da sevel sindikadoù pe da emezelañ enno evit difenn e lazioù.

Mellad pevar warn-ugent (24)

Pep hini en deus gwir da ziskuizhañ ha da gaout lezir, da gaout un amzer-labour bevennet poellek ha vakañsoù mareadek paeet.

Mellad pemp warn-ugent (25)

  1. Pep den en deus gwir da gaout ul live-bevañ dereat evit e yec’hed, e aezamant ha hini e diegezh da lavarout eo: boued, dilhad, lojeiz, skoazell ar vezegiezh hag ar servijoù kevredigezhel zo ezhomm; gwir en deus ivez d’an diogelroez ma c’hoarvez dezhañ bezañ dilabour, klañv, mac’hagnet, instañvet, kozh, pe koll an tu da gaout peadra da vevañ en desped dezhañ.
  2. Ar mammoù hag ar vugale o deus gwir da gaout harp ha skoazell dreist an holl. An hol vugale, ganet eus tud dimezet pe dizimez, o devo ar emmes gwares kevredigezhel.

Mellad c’hwec’h warn-ugent (26)

  1. Pep den en deus gwir da gaout deskadurezh. Digoust e tle bezañ an deskadurezh, da vihanañ an deskadurezh kentañ ha diazez. Ret ha dleet eo ar gelennadurezh kentañ. D’an holl e tle bezañ kinniget ar gelennadurezh teknikel ha micherel, d’an holl e vo roet tu d’ober studioù uhel hervez o dellid.
  2. Pal an deskadurezh eo diorren personelezh mab-den ha lakaat doujañ muioc’h gwirioù mab-den hag ar frankizioù diazez. Drezi e klaskor kreskiñ ar c’hengompren, an habaskted hag ar vignoniezh etre an holl vroadoù hag an holl strolladoù a ouenn pe a relijion disheñvel, hag ivez kas war-raok obererezh ar Broadoù-Unanet evit derc’hel ar peoc’h.