Pajenn:Displijadur ur person emigret e bro-Soz - Ledan.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


Gouscoude, va Doue ! e zeo c’hoas ur boneur
Ellout caout ur repu en amzer a valeur ;
Rac anes an hini hon eus bet e Brô-Zos,
Mardouchic ! pell a zo e zoa hon reor er fôs.
Mes, lézomp an draze… Pignomp d’ar c’halatres
Da velet ar gourach coulz evel an adres
A zisqib Sain Cripin, pleguet dindan e stol,
Güelet a rêr eno, autrou Person Marol :
(Rac potret Sant Cripin a hanv ur stol ur scleuq,
Evit rêi da entent sclêramant da Yan Gleuq.)
Pebes dudi a zant pa vani e dranchet !
E troc’h ur zol ervad, ec’h arranj ur rivet !
Ha gant pebes adres e tremen e reunen
Ar brava a ouffet e beg e ligneulen !
Ha prest ha pront qerqent m’en deveus bet toullet
E zol hac e rivet gant un tol minaouet,
E chass en eur gana, hac e regl e boentchou,
En eur scrigna e zent, a nerz e grabanou.
Cana ra var e scaòn, bemnos ha bep mintin,
Ur ganaouen benac, qer guyê hac ur pincin.
Dired, Lorança guèz, da velet Grebuchon
Oc’h ober, güella m’ell, var ar furm ur chosson ;
Rac Bêleyen Franç eo a ziscas ar voyen
D’ar Zozon da ober chossonou lizieren.
Yan-Zoz a gar ive en em zervich oute,
N’oun qet pe dre gapriç, pe dre utilite,
P’evit rêsoniou all ; mes na fors zo deomp-ni !
Prena brao a reont, ha paea pepini,
Ispicial pa deu an erc’h, ar yenien,
Hac an amzer glaoec da c’houlen boutou prenn ;