Pajenn:Displijadur ur person emigret e bro-Soz - Ledan.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


Ar vicher-ze a zo ha profitapl ha mat,
Ha n’ouzòn qet perac e zint deut d’e güittât.
Oberour avelouer pe un apotiqer
Zo, hervez va speret, cazi ’r memes micher,
Rac ar frescadurez, m’en assur, n’en deo qen,
Qemeret dre araoc pe roet dre adrén.
Nemet e vo bevet atao honestamant,
Qement micher a rêr zo mad certenamant.
Me a garfe ivez ober unan benac ;
Mes, caër a meus essât, ne ouzòn qet perac
Ne deuàn qet abenn james eus a netra :
Hep injin oun eston ha feneant un dra ;
Ha caër a meus ivez, goude ma meus essêt,
Na ellàn ober mann evel ma zeo dleet.
Penos e counnerràn eus va zestinadur,
Pa velàn ne meus qet ivez ar blijadur
na c’hounit avichou un nebeudic arc’hant,
Evit ellout qemer un tam soulajamant !
Güelet a ràn amâ hac a voar tressi plous,
Da ober tocou brao güernisset a voulous,
A werzer pris huel da zemezeled Soz,
Hac o rent qer coantic evel ur boqet roz ;
Beza e zeus darn all hac a ra poltrejou,
Darn all hac a bint fleur evit ar merc’hejou :
Oll e c’houzont ervat tenna dour d’o melin,
En eur laqat hep cess en uzach o injin.
Mes me, paour qèz yan-zot ! sotoc’h egueto tout,
Ne meus qet ellet c’hoas dont abenn da c’houzout
Dont da ober ervat ur paour qèz chapeled
Hac a dalfe ar boan evit beza güerzed ;