Pajenn:Displijadur ur person emigret e bro-Soz - Ledan.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


An draze a rafe just bep mis ul louis-aour,
Ha n’ en em gredfen qet sur neuze beza paour.
Mes, perac beza bet qer divezat sònjet ?
Me grede e voan fur. Oh va faour qèz speret !
Ma vije, a gredàn, bars em plaç un Normant,
En devije pell zo destumet calz’ arc’hant…
Peoc’h aze, têodic fall, ha serrit ho qenaou,
Rac me a vel unan a zo eus va zelaou.
Nac evit pez rêson e clasqfen-me affer
Ouz tud leal ha fur a ra mad o micher ?
Ha ret e zeo dìn-me, enep d’am ordinal,
Clasq cos troidellou, elec’h dont da farçal ?
Mes farçal ! mes c’hoarzin !… Oh ! pebes ser-galon
Da Lorança, o sonch en e faour qèz Person !
« Oh ! emei (o stlapal en ér he lunedou,
Hac éncrezet meurbet, o leusqel hirvoudou),
» Ha possupl ve eta va Mestr, va Ferson qèz,
» Reduizet da veza güerzer alumettez !…
» Ha beva’ ràn-me-ta evit ur seurt affront !
» Maro cruel ! dired d’am c’hemer prest ha pront…
» Va Mestr ! va Ferson paour ! ur penn eus an Ilis,
» N’en deus, nemet a boan, da zul, ur surpilis !
» Ha ràncout, an den qèz ! evit gounit e voed,
» Donet c’hoas da verza pacajou coad souffret !
» Eur c’hommerç meurbet treut ; ia, ur goal vicher,
» Ebars pini ne zeus nemet poan ha mizer.
» Ha possupl ve dezàn beza etal un nor,
» Evel ur reuseudic evit goulen digor,
» Da offr da dud an ty, hac én ruz gant ar vez,
» Gant un êr truezus, e oll alumettez !