Pajenn:Displijadur ur person emigret e bro-Soz - Ledan.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —


» Oh ! pebes goal lamp fall en deveus-én bet grêt !
» Deomp buan da Vrô-Zoz… Ne vimp qet re abret.
» Güerzomp tout evit caout un nebeudic arc’hant ;
» N’eus fors ouz nep danjer ; ambarcomp en istant.
» Va Ferson paour a zouffr… Netra amâ n’am dalc’h.
» Na ouffen birviqen beza abret avoalc’h. »
Ah ! güella calonic e deus Lorança guèz !
Ia, meritout ra certen beza mestrez.
Nan, biqen na elfen dont da ancounac’hât
Ur plac’h bet evidòn e peb amzer qer mad,
Ia, Lorança guèz, n’espet d’ar fals tamal,
Atao e lavarìn : Harrao d’an têodou fall !


FIN.

E Montroulez, e ty Lédan, e traòn ru ar Vur.