Pajenn:Displijadur ur person emigret e bro-Soz - Ledan.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —


Bemdez vije güelet ur yar, ur c’habon lard,
Qefeleg, pe glujard, pe dindonç, pe canard
Staguet demeus ar c’hroc ganes-te, Lorança,
Evit ellout donet ervad d’en em bleustra.
Sònch ac’h eus, Lorança, e res din avichou
D’al lun ha d’ar merc’her un dijuni stripou,
A vije arouzet gant ur pintad güin güenn,
A deue alies da scànvaat va fenn,
Ha gant pez plijadur e rès dìn-me goechall
Debri ur pez bêvin a biqes gant qig-sall ?
Hac ar ragout qer mad, e pini voa piz glas !
En eur sònjal hepqen e sàntàn c’hoas ar vlaz.
Na peguer delicat e vouies, va matez,
Prepari dìn qer brao frigoussen patatez !
Oh va brò guèz Castel, ha te ivez, Rosco,
Pelec’h e mâ, alas ! bremâ da articho,
Da garotez, col-fleur, asperges, patatez !
Pelec’h e mâ, dreist oll, Lorança, va matez !…
Ia, Lorança voa güella qeguinerez
Adalec kær a Rom bete kær Montroulez.
Paourez qèz Lorança ! pez plijadur, goechal,
A vouies ober dìn, pa vijes o farçal,
Euz va güelet joaüs diouz an daol azeet,
O têbri ar frico a poa dìn servichet !
Oh, Lorançâïc qèz ! na te c’heus bet chagrin,
Pa zout deut da zônjal e vanq dìn amâ güin !
Rac, allas ! en Brô-Soz n’eller caout Yan-Vourdel
Nemet rar bras meurbet hac evit pris huel.
Te po sur lavaret : « En defot eus a win,
» Va Ferson qèr a zo marvet gant ar chagrin.