Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/107

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —


AN DAOUZECVET DERVEZ


————
Ar Verc’hez o vont d’an Ejip


Jesus ganed a iea mui-ouz-mui bemdez ar brud aneza dre ar vro. Ar bastoret marteze, a vrude an traou caer o d-oa cleved gant an Elez ; an tri Roue a c’halle ive counta divarbenn ar steredenn nevez o d-oa gueled ; ac ar c’helou eus ar pez o d-oa lavared Simeon ac Anna en templ (dirac ar mammou-all) a redse buan avoalc’h ive dre ar vro. Herodez ne zaleas ket da zonjal meur a dra, ha da gaout aoun na vize mui Roue. Crena a rea, muioc’h c’hoas, goude m’en doa cleved an tri Roue, e Jerusalem, o lavaret edont o clasc Roue ar Iuzevien ne-