Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— xi —
AN DEIZ ARAOG MIZ MAE
I
Caret a reent ar Verc’hez, ar re a zonjas lacaat d’e enori ur miz penn- da-benn, ac ar miz caera eus ar bloaz. Gouzout a reent ive ez euz izom, pa deu an nevez-amzer, pa dostaer ouz an anv, da zonjal muioc’h e joaiou ar bed-all, evit diouall ouz ar joaiou fall a ginnig ar bed-ma deomp ; muioc’h a izom da gaout grassou eus an Ee evit delc’her mad da garet Doue. Lacaït eta da dalvezout d’oc’h ene ar miz caer a zo an deiz kenta aneza var c’hoas. O ! ma ve laosked unan eus a flammou ar bed- all, da zont da ober, ur veich c’hoaz, Miz Mari, penaoz er grafe ? C’hui, penaoz oc’h euz er greet bete vrema ? En dro- ma diana, grit mad aneza. Lacaït ho