Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

stad ma fell da Zoue ez afec’h enna, mar sentit pa ho calvo, e rit cals evit savetei oc’h ene.

Goulenn ar c’hrass da vont e leac’h ac er stad ma fell da Zoue.


Un den iaouanc stard en e lezenn


Trist oa d’ar Verc’hez rancout mont d’an Ejip, en ur vro bell eleac’h ne vise anavezed gat nicun. Trist eo ive, tristoc’h c’hoas, da un tad, da ur vam, da ur breur, da ur c’hoar, pa ranc ur mab pe ur breur, pa ranc unan bennac eus o zud mont e pell bro, etouez tud estren ; rac aliez, siouaz ! ar re a iâ d’an Egip, ar re a ranc divroa, a lez Jezus ha Mari pell diouto. An darn vuia eus ar re a guita o bro, a c’hoarvez se ganto, pa zigouezont