Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/115

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —


AN TRIZECVET DERVEZ


————
Buez ar Verc’hez en Ejip


Ar Verc’hez, evit mont di, a rancas ober ur guall bennad ent ; rac eus a Vetleem d’an Ejip, e counter daouzec dervez bale. Lacaat a reer e tispignas en ent ar pez e d-oa esperned eus ar presanchou bet digant an tri Roue eus ar Zao-Eol, goude beza bet sclerijenned var gement-se a berz Doue. En Ejip e kemeras un tiic e-harz ar gear a anver brema Kêr, ac e choumas var dro pemp bloaz en ul leac’h a reer aneza Matarieh. Setu ama petra lavar ar bellerinet bet eno. En ti ma oe Jesus, Mari ha Joseph o choum enna, ez euz atao un eienenn-zour,