Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —
ur feunten viraculuz, ac en e c’hichen ur jardinic. Er jardinic-se, amzer zo bet, oa ur vezennic bennac a zirede diouto dour c’hoes-vad en d-oa calz a briz. En tiic-se, evit caout sonj eur ar re a zo bet enna o choum, meuled ra vezint, ar vroïs a zalc’he ur c’hleuzer (ul lamp) var-elum, betec ar bloaz 1560. Eleiz a bellerinet a iâ di da bardona, ac e leveront ez euz bet c’hoarvezed calz a viraclou dre vertuz an dour a deu ac’hano. Ker mad eo da eva ha ker iac’huz ma ranc ar re vraz ha pinvidic eus ar vro caout dour eus ar feunten-se da eva ouz o zec’hed. Var a leverer ive, el leac’h ma edo an ti, daoust n’euz mui eno nemet ar vein, e santer ur c’hoes vad, un dudi, evel e creiz ul liorzad bokedou.