Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xii

sonj da c’hounid an Induljansou (tri c’hant dervez Induljansou bemdez, pa reer ur bedenn bennac, pa lenner, pa reer un dra bennac evit enori ar Verc’hez ; Induljans vraz en deiz ma carer, er miz, var bouez coves, communia, ha pedi evit an Iliz).


II


Guelit e pe stad ema oc’h ene. Ma ne vellaït na calz na nebeud evit ober Miz Mari, ma ne rit netra evit divouenna ar pec’hed eus ho calon, evit divoaza diouz an droug, netra evit ëuna ar plegou fall a zo ennoc’h, neuze, ho tevosion, eleac’h beza guirion, ne d-eo nemet tromplezon greet deoc’h oc’h-unan. Ar c’henta enor da ober d’ar Zent, d’ar Verc’hez, eo carout beza dibec’h eveldo. Setu petra a dlefe ober mez d’in, pa velan pegen digalon oun e kever Doue. Ac e kever va nesa, perac kement a