Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/126

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

gerent d’e glasc ha cla gaout ar seurt anken. Jesus a respountas, e tlient gouzout er-vad oa digassed eus an Ee evit lacaat rei gloar d’e Dad ; ac evelse oa bet red mad deza choum en e di, en templ, evit clevet ha lavaret ar pez a dlie, evit gloar e Dad.


MIDITA


Clasc bepred Jesus


I


Mari ha Joseph a gavas Jesus azezed e creiz an doctoret. Ar Verc’hez a oa custum da vont d’an templ da vare ar Pasc, eme an Aviel. Ha c’hui pere eo ho custumou ? Da betra e voazit, brema dreist-oll, endra m’oc’h iaouanc c’hoas ?

Un dra eo ac a denn da vraz ; rac falloniou an den iaouanc, eme ar