anken, ed an noz ! An tronoz, kerkent ac goulaoui-deiz, pebez mall ganti en em lacaat adarre en ent da zistrei da Jerusalem ! Ne zonje nemet en e Mab : bep tenn alan ne c’houlenne nemet e Mab ; e Mab dezi, peleac’h ema e Mab ? Ha me, pa zigouez ganeen coll Jesus, ha santout a raan-me ar memez anken ? Peleac’h ema an err â dlefe beza ennon ive d’e glasc pa velan e vez eat diganeen, pa vezan e stad a bec’hed ? Ar Verc’hez a oa dibec’h-caer o coll Jesus, ac evelato, n’oa ket evit lacaat e spered caz, ken n’e devize e gaved adarre. Me a goll aneza dre va faot va-unan, pa en em daolan da bec’hi ; e goll a raan, neket epad unan, daou, na tri dervez, mes epad meur a zizunvez, meur a viz : cousgoude e couscan disousi, evel pa ne ve risc ebed. Pa gollan un dra-all bennac,
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/128
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —