Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/129

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

e vez mal ganeen e glasc, ac e talvezfe nebeud a dra ; ac evelato, n’em euz nec’h na poan ebed var va spered, evit beza colled va Zalver. Penaoz e comprenan-me ken nebeud ar c’holl a zo o coll Jesus !


III


Da ben tri dervez, Mari a gavas Doue, Jesus e Mab, en templ. Pebez joa d’ar Verc’hez, goude e glac’har an e anken ! Ama ar Verc’hez a zesc deoc’h delc’her-mad atao da bedi, pa gavo deoc’h e vezo eat Doue pell diouzoc’h, pa lezo ac’hanoc’h eb seurt joa ebed : pedit atao. Mari a gavas Jesus en templ. En Iliz eo e cavoc’h Doue, neket etouez ho tud ac ho mignonet. Jesus eno a zilaoue an doctoret, ac ê o c’houzout e-unan peb tra : evit discuez deoc’h eo,