Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —
silaou gant resped ar re a laca da barlant deoc’h evita, ac a zo tadou an eneou : digorit ive ho calon d’ho confessor, o sonjal eo lakeat gant Doue da rei cuzul deoc’h, ha pedit atao a galon vad.
An den Euruz Tolomei
Aliez e c’hoarv gant an dud coll Jesus, dre o fazi o-unan, ac ennez eo ar voassa. A-veichou all, Jesus e-unan eo a ia a-guz, e lez an den e tevalizenn, eb joa, eb saour vad, eb gout ebed da bedi, ac evel menned da zizesperi. En em erbedi neuze ouz ar Verc’hez, e doe en e buez meur a galonad c’huero ac a boan spered. An den Euruz Tolomei a gouezas, en e ermitach e Ancôn, evel e disesper, o sonjal oa null deza esperout mont d’ar Baradoz. Mam