vare dre e c’housc epad an noz ar pez e devize lenned epad an deiz, var a verc sant Amhroas. Ur mare merked e d-oa evit ar c’housket, ac ervez santez Berc’hed, e ene a ree neuze a gare eus e c’horf, kement oa deuet da c’hounid varneza. (Er Barados, an oll a vezo evelse : an ene a gasso, a zigasso ar c’horf euruz, evel ma caro.) Un all a verc e d-oa ar Verc’hez kement a sclerijen var an traou da zont, ma serre e daoulagad ac e discouarn araog ma vize o vont da velet pe da glevet ur pez fall hennac, da viret na velse pe glevse ar pez fall-se. Sant Ignas, merzer, a lavar oa ar Verc’hez ken mad ac ken carantezus ouz an dud, ma tiscueze evel laouenidigez d’ar Iuzevien, d’ar re a oa var buez Jesus-Christ. Truez e d-oa ouz an dud fallagr-se, ac e vize prest da
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/142
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —