Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —
Mari. O ! ac i zo caër da velet ; ac i zo caër ! — Ur pennadic goude, e tennas un huanaden. — Un dra bennac a c’houlennit ? a lavaras unan deza. — Netra, emeza, netra ken, nemet va Jesus ac ar Baradoz. Ac e tremenas (1846).
————
AR TRIVEC’HVET DERVEZ
————
Mari o pignat var menez Calvar
Pa en em gavas ar Verc’hez e Jerusalem, eme sant Bonavantur, e cavas kear oll saved en egar eneb Jesus. Ar Scribet ac ar Farizianet o doa roed da gredi d’an dud, oa Jesus un torfetour a virite ar maro. Dre gement leac’h, dre gement ru ma