Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/162

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —



Unan devod d’an Itron Varia a druez


Calz a c’hrasou, epad o buez ac en eur ar maro, a assurer d’ar re devod da enori an Itron Varia a druez, da zonjal gant carantez e poaniou ar Verc’hez, an ini e deuz santed ar muia poan var an douar, goude Jesus-Christ. Netra ne ro kement a nerz, kement a vertuz eneb an oll dribuillou, eneb ar re vraz encrez, an disesper, dreist oll pa veler ar maro tost. Ann aotrou Iann Abasq a zo ive scuer eus ar virionez-se. En amzer ar voall-tribuillou er vro-ma, pa edo al lazerez vraz var ar re a lakee e penn kenta Doue ac e Iliz, eb douja re d’an dud, pa edo ministret Jesus-Christ dindan guz, e choumas en e barrez. Un den en em verzed,