ur scuer a zantelez. Mes peini oa ar seurt devotion tosta d’e galon ? Evit doare, e ranke beza an devosion da zonjal devod e glac’har ac e poaniou ar Verc’hez var an douar ; rac, pa velas diraza reizou ar maro, dre ma tostee da vont dindan countell ar bourreo, e oe cleved o lavaret ar bedenn canvauz, pedenn an Itron Varia a druez, ar Stabat, e brezonec, en doare m’ema e Levr ar Briz : Mam Jesus a vouele doureg eharz ar Groaz gant e regret p’er guele outi staged. Setu petra a ree deza discuez un eveleb joa dirag ar maro, ec’hiz pa velse ar Baradoz diouz-tu en tu all.
An aotrou ’n Abasq a oa ganed e Keraïgnen, e Kerlouan, ar 25 o C’henver 1752. Prest atao da vont eleac’h ma vise vad da ober, ez eas, cuzed var eur c’harrad colo, eus Kerenez d’ar Viniec, e Guisseni. Ac’hano e teuas da gaout an Aotrou