Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HENTA
MIZ MARI
AR C’HENTA DERVEZ
————
Ar Verc’hez conceved pur ha neat dious ar pec’hed
Da genta ar Verc’hez a oe conceved a bep eternitez, e sonjou Doue, pa zonjas enni, pell diaraog, evit ma vize Mam da Zalver ar bed ; ha pa lacaas en e volontez carga anezi eus ar grassou caera, dreist ann oll grouadurien all : ar pez a ra da zant Gregor Nazianz lavaret e tremene ar Verc’hez, eb muzul ebed, e gras Doue ac e pep seurt madelezou, kement a zo croued.
D’an eil, Mari a oe conceved, evit