Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/170

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 154 —



II


Lacaït ho spered da zonjal er pez a lavaras Jesus, pa varvas. — Setu aze ho Mab, emeza d’ar Verc’hez, en eur discuez sant Iann. — Setu aze ho Mam, emeza da sant Iann, en eur discuez ar Verc’hez. — Sant Iann a oa eno evit an oll Gristenien, ac evelse, Jesus, dre e gomzou diveza, a roas an oll Gristenien da vugale da Vari. Comzou Jesus d’ar Verc’hez, e doe vertuz da lacaat e calon Mari carantez ur Vam e kever oll ziskibien Jesus-Christ ; rac-se, dre vertuz ar gomz a lavaras Jesus da Vari evid ar Gristenien, Mari a zant en e c’halon, outo oll, ar joa e deuz ur Vam ouz e bugale. E c’harantez