Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/175

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —


AN UGENTVET DERVEZ


————
Jesus diskenned diouz ar Groaz


Mari a oa en e zav e-harz ar groaz, pa guzas an eol, pa grenas an douar, var maro Jesus. D’an ampoent ma e devize cared e vize diskenned corf e Mab etre e divrec’h, ur zoudard a deuas ac a zigoras costez Jesus gant eun taol lans. Ar memez taol a dreuzas calon ar Verc’hez. Evelato, ne ziscuezas droug ebed ouz ar galon griz-ze, daoust ma ranne e c’halon enni, o velet ober kement all d’e Mab, evita da veza maro. Ar Gvener oa, var ar pardaez ; ac o veza n’oa ket deread e