Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/176

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 160 —

vize lezed ar c’horfou maro ouz ar groaz, rac ma oa gouel braz an tronoz, e oe tenned an tachou, diskenned corf on Zalver diouz ar groaz, ha Mari en c’hemeras etre e divreac’h. E starda a reas var e c’halon, gant un deneridigez a roe Doue dezi ; e adori, o poket meur a vech d’e c’houliou sacr, ac e ofri da Zoue an Tad, evit savetei ar bed. An teir Mari all, deuet var ar C’halvar assamblez gant ar Verc’hez, a zirollas da voela, da irvoudi. Ar Verc’hez a oe braz e glac’har, evel ma oa braz e c’harantez ; evelato, ervez sant Anselm, e talc’has ganti ac en em viras ken deread, ker brao, n’oa leac’h nemet da veuli.