Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —
MIDITA
Var glac’har ar Verc’hez
I
Lacaït ho spered da zonjal er ran-galon e doe ar Verc’hez, pa velas costez Jesus toulled gant ar zoudard. An Den-Doue ne zantas poan ebed evit an taol-se, pa oa maro ; Mari eo en santas betec ar beo. Enni eta eo e echue poaniou on Zalver evidomp-ni, evel pa lacaze Mari er poaniou-ze ar pez a vanc enno, ar pez a vanc dezo. Ne vanc dezo nemet beza lakeat da dalvezout. Setu a-ze costez Jesus digor, e galon treuzed ! O crissa calon a ziscuezas ar zoudard-se, e kever