Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/178

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —

unan maro ! Ha me, me zo c’hoas crissoc’h, pa dreuzan, dre va fec’hejou, calonou Jesus ha Mari, crissoc’h oun eget ar zoudard-se.


II


Sonjit evel pa velsec’h Jesus, diskenned diouz ar groaz etre divrec’h Mari. Ac a zaelou a scuillas var e c’houliou sacr, d’o goalc’hi ! Pa oe lekeat er bez, pebez ran-galon c’hoas ! Ha c’hui, pebez ingrat, mar tizonjit epad meur a viz diouz-tu an ini en d-euz scrived oc’h ano gand e c’hoad var e zaouarn ac en e galon. Iviziken diana, sonjit aliez e gouliou ho Salver, ma tescoc’h caret Doue ; ac evit enori mad ar pemp gouli dalc’hit var ho pemp skiant, o tiouall na velfec’h, na zilaoufec’h,