Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —
ar bed-ma, gant santez Anna. Sant Joakim oa e Zad. An daou bried a oa, o daou, eus lignez nobl ha santel. Evito da veza dija var an oad, ac evelato dizer, ervez sant Epifan, sant Gregor Niss ac ar re all, evelato, kement a fizians o d-oa e Doue, ma pedent dalc’h-mad, o-h ober pinijen ac o rei aluzenn, evit goulenn ur c’hrouadur, ac e rezont veu d’e gonsacri da zervich Doue. Sant Jerom a verc deomp, e reent bep bloaz teir lodenn eus ar madou a deue dezo : al lodenn genta d’ann templ ha d’e vinistret ; an eil d’ar beorien ha d’ar bellerinet, ac an drede dezo o-unan da veva. Da benn ugent vloaz o d-oe pelloc’h ar c’hras a c’houlennent, ac Anna a goncevas, e gras Doue ac er zantelez, ar Verc’hez da viken benniged, Mari or Mam.