Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/181

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —



Ur relijiuz var e dremenvan


Un den o veva e couent a oa ankenied braz, debred e spered gant ar scrupulou, ma venne disesperi. Ar pez a vire outa da bergoueza e disesper, oa ar zonj eus poaniou ac eus glac’har ar Verc’hez. Pa zante e spered o vennout dieza, e veze mall ganta en em erbedi ouz an Itron-Varia a druez, o lacat, dre e spered, e boaniou e-unan e mesc poaniou ar Verc’hez. Pa oe toc’hor da vervel, an droug-spered a lacaas e oll nerz, e oll c’halloud da berdôler aneza e disesper. Ar Verc’hez a deuas diraza neuze, gant truez outa, ha lavaret deza : Va Mab, emezi, perac e kemeres kement a encrez