Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/182

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —

ac a nec’h, ha te bet ken aliez o consoli ac’hanon-me. Setu me ive digassed gant Jesus d’as consoli en da boan. Bez laouen ha joauz, ha deus ganên-me d’ar Baradoz. Ar relijiuz a deuas seder, a joaussaas, ac a dremenas e peoc’h, evel ur c’hrouadur o vont da gousket var divrec’h e vam.


————


AR C’HENTA VAR-N-UGENT DERVEZ


————
Jesus, beo adarre, a en em ziscuezas d’e Vam


Da beleac’h ez eas ar Verc’hez, pa oe lekeat Jesus er bez ? E peleac’h edo, pa deuas Jesus, saved beo eus ar bez, d’en em ziscuez dezi ? Ne ouzer ket d’ar zur. Var a lavar unan