eus an amzeriou cos (Niceph.) ar Verc’hez a ieas da di sant Iann, arp ouz menez Sion, e kear Jerusalem. Evelse e reas, evit doare. Rac guall-zempl e tlie beza eat o veza ma oa choumed pell eb tam ebed, noz deiz var vale, ac e goelvan. Rac-se, neket da veza creded e vize eat pell diouz Jerusalem, ha sant Iann, pa en doa lavared Jesus deza, divar e groaz, caout sousi anezi, a gassas anezi ganta d’e di. Eno eta, evit doare, e c’hortozas e Mab ; rac, eviti, n’edo ket en antremar, sur oa, e tlie sevel beo adarre euz ar bez. Ar pez a zo sur, ive, ervez darn eus an Tadou, ar Verc’hez a oe ar genta a velas Jesus beo adarre, an trede deiz goude e varo, ac ar genta o adori aneza en e c’hloar. Jesus, goude beza great ur gourc’hemenn da enori on tud, n’oa ket evit revuz
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/183
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 167 —