Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/184

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

an enor-se d’e Vam. Mari ive eo an ini a zantas ar muia glac’har, pa varvas Jesus, ha dezi oa dleed, dreist an oll ac araog an oll, ar joa d’e velet adarre beo, leun a c’hloar.


MIDITA


Ur vuez nevez


I


Jesus, saved beo adarre eus ar bez, a en em ziscuezas e meur a c’hiz. Discuez a reas oa beo adarre, o lacaat eleiz a dud santel, maro diaraog, da zevel beo eus o beziou ha da vale dre ruiou Jerusalem, e leac’h ma oent guelet gant calz a dud. Discuez a reas ive oa beo, pa gassas Elez-mad da lavaret d’ar merc’hed santel eus Jerusalem, oa beo adarre, ha pa ziscuezas an Elez-se dezo ar bez