Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/191

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 175 —


AN EIL VAR-N-UGENT DERVEZ


————
Buez ar Verc’hez, goude ma oa pigned Jesus en Ee.


Ar Verc’hez, var a laca an darn vuia eus an doctoret, a choumas c’hoas pemzec vloaz all var an douar, goude ma oa pigned Jesus en Ee. Epad an amzer-se, e labouras da lacaat da zevel Iliz Jesus-Christ, c’hoas iaouanc, ac a ranke, ker-buan ha ma oa ganed, stourm ouz ar voall dud. Ar Verc’hez a roe nerz d’ar gristenien, ac a lavare dezo penaoz kemeret an tribuillou a gouezze varno, evit beza treac’h dezo. Mari, eme sant Anselm, e doa bet digant ar Spered-Santel,