un anaoudegez sclear eus ar misteriou, ac a roas anezo da anaout d’an Ebestel ; rac an Ebestel a iea d’e c’haout, Verc’hez o digemere evel e zud muia cared ; ac i e-unan a dremene e buez evel pa vize unan eus an Ebestel. Var a laca sant Gregor Nazianz, ar Verc’hez, goude ma oa saved Jesus-Christ en Ee, a zisclerias e-unan d’an Ebestel, e vize discared ha dismantred oll kear Jerusalem, abalamour d’an torfed great eno en andret ar Messias. Sant Sofrôn a lavar ez ea ar Verc’hez aliez var ar C’halvar, ac e vizite ar bez Sacr, menez Olivez, ac e poke d’an douar var roudou Jesus, gant carantoz ac gant resped, evel poket d’an traou sacr. Darn a laca e vevas, divar an aluzennou a veze digassed, en amzeriou kenta-ze, evit maga an intanvezet paour. Ar Ver-
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/192
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —