Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/198

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —



Scuer d’ar bardouneurien pe bellerinet


Un dejentil, un den nobl ha pinvidig, a ieas da bardouna da Jerusalem, d’al leac’hiou oa eet on Zalver dreizo, en aviz lacaat carantez Jesus da grevaat en e galon. Mont a reas da Vetleem, el leac’h m’oa ganed Jesus ; da Nazaret, el leac’h ma vevas meur a vloaz gant Mari ha Josef ; da Vetanii, ur vourc’h var-dro un anter-leo diouz Jerusalem ; ac ac’hano d’ar Jardin Olivet. Eno e rannas e galon gant glac’har, o sonjal ez edo var al leac’h ma c’hoezas Jesus dour ac goad, da voalc’hi an eneou diouz ar pec’hed. Goude-ze, var roudou ar Verc’hez, ez eas dre ruiou Jerusalem, da arvest on Zalver,