Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/200

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —

e dro var Menez Olivez, e-harz Jerusalem, eleac’h ma savas Jesus ac’hano en Ee, ac eno ez eas var e zaoulin, e pocas caloned d’ar roudou a lezas on Zalver er plass m’edo e dreid, pa guitaas an douar ; ac o sevel goude en e zav, e galon o vervi en e greiz gant ar joa ac ar garantez a zante ouz e Zalver o sonjal en e vadelez, e zaou zorn varzu an Ee, e doare pa vise bet o kemeret e benn-err ac e lans varzu an Ee, da heul e Vestr carantezuz, evit beza da-vad tost deza ac atao en e joa, e lavaras c’houec ac caloned : — Jesus, joa va c’halon, va c’harantez ! — Ac ker buan e tremenas. Caëra maro !


————