Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/204

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

a lakee anezi ken laouen, ken joauz ouz ar maro. Dalc’h-mad e save a galon varzu enna, ac e lavare deza ne veve mui pa ne vele aneza ; ac e c’houlenne mont varzu enna gant muioc’h a vall da veza ganta eget n’en d-euz ur c’haro, dare gant ar zec’hed, d’en em gavout gant an eienennou dour-red. C’hui, petra eo deoc’h caout kement a encrez ac a spount rag ar maro ? Endra m’eo an diveza termen d’an oll boaniou ac ar c’henta d’an oll vadou ha d’an oll joaiou ? Marteze e vanc deoc’h muioc’h a garantez Doue, vall d’e velet. Boazit ho spered, evel Mari, da gaout mall ac ast da velet Doue, ac ho pezo neheutoc’h a aoun rag ar maro, ha marteze joa o velet aneza o tostaat. O ! mam garantezuz, mam ar garantez caer, c’hoezit an tan-se, lacait ar flam-se em c’halon,