Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 189 —
ha clevit an ereou am stag ouz ar bed-ma, ma vezin dieub caer, distag avoalc’h da vont ganeoc’h da gaout an ini ma tlefe an oll galonou tenna atao varzu enna, evit beza unan ganta en Ee.
II
Mari, evit beza m’e doa mall da vervel dre ma care Doue, a oa evelato a-galon vad var an douar. Diouz un tu, e doa mall da vervel evit beza gant Doue ; diouz un tu all, ar joa e doa ouz an dud a ree dezi caout c’hoant da choum pelloc’h beo, evit beza ganto, ac ober vad dezo... O Mari ! A me a ve euruz ma veen, eveldoc’h, c’hoanted da vervel evit mont gant Doue d’e garet evel ma reer en Ee, ac evelato atao coun-