Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

tant eus ar pez a garo Doue ober ac’hanon !... Me ve euruz, mà veen avoalc’h e gras Doue evit beza laouen ha joauz ouz ar maro, ac atao countant da choum c’hoas beo, en desped d’an oll boaniou a zo stag ouz ar vuez-ma. Pegeit emaoun c’hoas, siouas d’in ! diouz ar zantelez ac an eurusdet-se ! Mari, tennit ac’hanon var ho lerc’h, grit ma claskin mont en ho roudou ac ober diouzoc’h.


III


Pa glevas ar Verc’hez gant an Arc’h-Eal Gabriel oa tost deiz e maro, pebez joa a zantas enni ! Gant pebes santelez e roas a galon, da Zoue, e buez ac e maro. Gant pebez carantez e trugarecaas Doue evit ar