Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 199 —
II
Jesus-Christ leun a c’hloar, caer ha dudiuz da velet, a ziskennas e-unan eus an Ee, da gaout e Vam benniged, evit beza e-unan ganti var e maro, ac cass e ene d’ar Baradoz. Sellit ouz Jesus, Elez aleiz en dro deza. Gant pebez joa e teu an Elez-se da entent ouz o Rouanez, da zervicha anezi !
Servichit anezi, c’hui ive, evel d-o. — Silaouit Jesus : Savit, emeza o comz ouz e Vam, savit, deuit, deuit buan, va muia-cared, caer dreist an oll, deuit ! Ar goanv a zo eat a-biou, ar glao a zo taved, an oll boaniou a zo eat pell, deuit d’an Ee ! Gant pebez joa ac carantez e lavarse Mari, evel