Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/219

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 203 —



Eulalii Duval


Ur zervicheurez vad d’ar Verc’hez, Eulalii a vise bet eaz dezi caout fortun er hed : Un ear vrao, un arvez deread, ur c’hiz da barlant ac a ziscueze ur verc’h da veza deuet mad e peb leac’h. E gonidegez a vise bet avoalc’h, ac ouzpenn, evit lacaat enezi en e eaz, paneve ma oa choumed ganti, eb souten nemeti, e mam, a vise clanv dalc’h-mad, ac ur breur bian. Caër e doa poania, e veze berr atao, ma ranke en em briva goude re labourat. Ma clanvas e-unan. Clanv ar vam, clanv ar verc’h, ac ur c’hrouaduric ebken var o zro, o doare a oa trist. Eulalii, p’oa iac’h, ne d-ae nemeur eus e zi, nemet var dro ar re baour, ac a-vei-