Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/222

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 206 —

se dezi, siouaz ! den mad ervez ar bed, ne d-ea ket éun gant al lezenn gristen. Eulalii o fedas ive da lezel o flac’h da zont d’e enterramant, da heul e c’hamaradezet all. — Eulalii, diag’ent aounig rag ar maro, a oa deuet, abaoe m’oa noued ha sacramented, eleac’h caout aoun, ne ziscueze nemet joa o sonjal er vuez all. — Un dra vraz eo, eme e mam, n’em befe ket muioc’h a anken o velet ma merc’h o vont diganên, un dra n’em euz ken souten na ken joa nemeti var an douar. Ken doun ema en e spered ar zonj emai o vont da velet Doue, ma sonjan eveldi. Guelet traou ne velom-ni ket anezo. Lavared e ve e clev comzon eus an Ee, ac e vel leun ar gampr a Elez, deuet evit beza en dro dezi var e zremenvan. O velet anezi ken euruz, ne oun ket evit