Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 209 —
Crêt a lavar ive e teuas eleiz a Elez, da zigemeret Mari da vont d’an Ee.
MIDITA
C’hoas var ar maro
I
Lacaït ho spered da zonjal pegen caer e oe dirag Doue maro ar Verc’hez. Poan ebed ne zantas evit tremen ; nerz e c’harantez Doue, eb clenved ebed, eo a gassas anezi eus ar vuez-ma. Netra ne ree dezi beza trist ; distag avoalc’h oa e c’halon diouz an oll grouadurien ; ac e-harz ar groaz, var menez Calvar, e doa santed e-unan, ha divoasked oll boaniou ar maro. Aoun ebed o vervel, rac dibec’h-caer oa e buez, sur oa da vont d’ar Baradoz. Caera maro !