Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/226

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 210 —

Ha setu eno ive maro ar Zent, var-n-ed un dra bennac. Evel Mari, o d-euz joa o velet o tostaat an eur da vont da velet Jesus : o c’halon a vez distag ive diouz an douar, ha leun a fizians ; ac e caront kemeret o lans varzu an Ee, evit beza eno gant Jesus. Va Doue, m’am bê maro ar Zent !


II


Sonjit pegen disevel eo maro ar pec’heur diouz maro ar Verc’hez, ha diouz maro ar Zent. Eus ar joaiou tremened, ne van mui ganto nemet ar c’heuz ac ar remorz. Peb tra a velont o vont diganto ; kerent ha mignonet, danvez ac enoriou, dizale ne vezo mui anezo. Ar barner ac e justis, ar Baradoz serred a ziouto,