Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 217 —
a zistagas diouz e zivreac’h, ac a choumas a istribil ouz an arched. O velet un eveleb burzud, ar c’heaz-den a en em lacaas da leva, da c’houlenn pardon. Sant Per a reas d’ar brocession choum a-zav, ac e oe lakead ar Iuzeo-ze da dostaat, kempen ha deread, ouz an arched, ac e c’hoarvezas ur miracl-all : e oe lakead e zaou zorn deza evel ma oant araog. (De dormitione Deiparae.)
MIDITA
Adarre var ar zonj eus ar maro
I
Penaos edo corf Mari goude e maro ! Sellit : n’en d-euz colled nac e liou fresc, nac e c’hened ; atao