Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/234

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 218 —

caër, ur c’houes-vad o tont diouta, da lacaat ar joa er galon, ar garantez ac ar resped : m’o d-oa doan an Ebestel o vont diouta, ac en o anken, e pokent d’e daouarn gant ar resped dleed da un dra sacr. Hac ho corf c’hui, e pe doare, penaoz e vezo, pa vezo eat an ene diouta ? Ne raï mui neuze van ebed eus ar pez a veler ac a glever ama, evel pa ne ve ar bed-ma netra an-oll. Droug-lived e vezo, c’houes cre a deuio diouta, ac e raï donjer ac eûz d’an oll. Ho tud oc’h-unan, ar re m’oc’h eus ar muia joa outo, a bellaio diouta ive, ac ar c’henta amzer e vezoc’h cassed d’ar vered, ha diskenned er bez. Lavarit d’in, a talvout a ra ar boan ober al lod stad-se eus a ur bern breinadur ? Mar d-ôc’h fur, dalc’hit var ho sellou, var ho clevet, var ho teod, var ho taouarn, oc’h oll izili ac